Saint Degan 2019

Diriaou paset eh omp bet e Sant-Degan. Get ar c’harr-boutin omp
bet eno. Da 1 eur 30 omp arruet e mirdi àr ar maez Sant-Degan.

Da gentañ omp bet en avalenneg é tastum avaloù a bep sort get an daouarn.

E sailhoù hag er garrikel hon eus lakaet an avaloù.

Goude omp daet en-dro d’ar mirdi ha golc’het hon eus toud an avaloù.
Kaset hon eus an avaloù d’ar velin-avaloù evit o maliñ.

Pep unan en deus graet ar labour-se. Ar-lerc’h eo bet lakaet an tammoù avaloù
malet er presouer get Tony an animator.

Eñ a gomz brezhoneg eveldomp ive.
Goude eo bet gwasket an avaloù er presouer hag ar chug en deus
diveret en ur pod. Er fin hon eus tañvaet chug-avaloù industriel hag
an hani hon eus graet. Kavet hon eus an gwellañ an hani graet

geneomp. Trist omp bet rak n’hon eus ket bet droed da gas chug

du-mañ d’ar gêr.

IMG_20191121_141628.jpg
IMG_20191121_153130.jpg
IMG_20191121_141427.jpg
IMG_20191121_151856.jpg

Collège Jean Pierre Calloc'h 2017